Klotenn diabarzh

Ar glotenn-diabarzh, pe enklotenn, eo an doare da skrivañ meur a soniad o kenglotañ etrezo en ur frazenn, pe en ur werzenn. Implijet e vez er varzhoniezh dreist-holl, met savet ez eus bet buhezskridoù tev-mat da vare ar Grennamzer e Breizh hag e Kembre.

Ur reizhiad skrivañ ha gwerzaouiñ dibar an hini eo, a gaver er yezhoù predenek hepken. E barzhoniezh Kembre eo ledanoc'h tachenn ar cynghanedd (distagadur kembraek : [kəŋˈhaneð], ger-ha-ger : kengan pe heson), a-wezhioù treuzskrivet kenganez[1]) dre ma talvez renkamant ar sonioù war ul linenn, en ur implijout an taol-mouezh, klotennoù-kensonenn ha klotennoù, en ur reizhiad kempleshoc'h eget hini ar brezhoneg.

  1. (br) Devri, Martial Menard - Herve Bihan, « Kenganez ». Lennet d'an 13 a viz Du 2022

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search